Skip to Content

Tribune de la majorité départementale - Union de la droite et du centre du Morbihan

Budget 2018 : quels moyens pour les territoires ?

Les élus de la majorité tiennent à féliciter chaleureusement leur collègue Muriel Jourda élue sénatrice du Morbihan. Nous savons pouvoir compter sur elle, sur sa maitrise des dossiers, son implication pour le territoire et son sens de l’écoute pour défendre les intérêts du Morbihan au Parlement. Femme de droit et de culture, le Palais du Luxembourg gagne une parlementaire de qualité qui saura faire avancer les choses.


Nos collectivités sont en pleine construction budgétaire. De son côté, l’Etat a préparé son projet de loi de finances 2018, dans lequel il prévoit la suppression de la taxe habitation qu’il entend compenser à l’euro prêt aux communes. Mais pour combien de temps ? Nous pouvons facilement supposer que comme pour les autres dotations, cette compensation diminuera drastiquement dans les années à venir, amenant ainsi à l’asphyxie organisée des collectivités locales. Cette stratégie est néfaste, comment continuer à croire que l’Etat restera garant de la libre administration des collectivités, inscrite dans la Constitution ?


Les dérives budgétaires de l’Etat et de certaines collectivités sont une réalité. La réduction de la dépense publique est une absolue nécessité. Il aurait été plus intelligent que les dotations de l’Etat soient conditionnées à la bonne gestion des collectivités, pour inciter les plus dépensières à se réinterroger. On peut, en effet, assurer des services publics de qualité en dépensant moins. Une telle gestion, qui prépare et préserve l’avenir, est possible comme le démontre l’exemple du Conseil départemental du Morbihan. Au lieu de ça, le Gouvernement actuel décide que les économies seront assumées par les collectivités locales, qui sont pourtant les seules à voter leurs budgets en équilibre. L’Etat n’en n’a pas voté un seul depuis 1974 !


Dans ce contexte flou, les élus, ne veulent plus naviguer à vue. Ils demandent un vrai débat budgétaire au Gouvernement. La conférence des territoires n’aura lieu que le 14 décembre, mais d’ici là, l’Etat sera-t-il prêt à engager de vraies négociations avec les collectivités ou alors aura-t-il déjà pris ses arbitrages ?

Budjed 2018 : pegement gant an tiriadoù ?


A-greiz-kalon e faot da zilennidi ar muianiver kas o gourc’hemennoù d’o c’henlabourerez Muriel Jourda a zo bet dilennet da senedourez ag ar Mor-Bihan. Gouiet a reomp e c’hellomp kontiñ àrni, mestroniiñ a ra an teuliadoù, engouestlet eo àr he zachad ha gouiet a ra selaou ha difenn interestoù ar Mor-Bihan er Parlamant. Gounezet en deus Palez Luksembourg ur barlamantadez a feson hag a ouio kas an traoù àr-raok, maouez ar gwir hag ar sevenadur anezhi.
Er mare-mañ emañ hor strollegezhioù é sevel o budjedoù. Doc’h he zu he deus prientet ar Stad he raktres lezenn argant evit 2018, ma rakwel lemel an taos àr al lojeris hag e zigolliñ d’ar c’humunioù pizh-ha-pizh. Mes pegeit amzer ? Aes a-walc’h e c’hellomp soñjal e c’hoarvezo evel gant an debarzhadurioù arall, digreskiñ a ray an digoll-se er blezadoù da zonet ha mouget e vo ar strollegezhioù lec’hel diàr ziviz. Drastus eo ar strategiezh-se. Piv a c’hell krediñ c’hoazh e talc’ho ar Stad da warantiñ mererezh frank ar strollegezhioù, enskrivet er Vonreizh ?


Direizhadennoù budjed zo gant ar Stad ha gant darn ag ar strollegezhioù, gwir eo. Rekis-mat e vo bihanaat an dispignoù publik. Finoc’h e vehe bet lakaat debarzhadurioù ar Stad da vout doc’h mererezh mat ar strollegezhioù, evit broudiñ ar re a zispign ar muiañ da glask ar vuzul. Kar gellet a reer kinnig servijoù publik a galite en ur zispign nebeutoc’h. N’eo ket dibosupl meriñ ar strollegezhioù en ur mod ma vo prientet ha gwarantet an amzer-da-zonet, evel m’en diskouez skouer departamant ar Morbihan. E-lec’h an dra-se en deus divizet ar Gouarnamant a vremañ e vo armerzhet argant gant ar strollegezhioù lec’hel, ha bout ma n’eus nemete o deus votet ur budjed kempouez. Gant ar Stad n’eus ket bet votet budjed kempouez erbet abaoe 1974 !


Er prantad dispis-se n’emañ ket mui an dilennidi evit gober evel ma ta e ta. Goulenn a reont gant ar Gouarnamant ma vo gwir breudoù a-zivout ar budjed. Kuzuliadeg an tiriadoù a vo d’ar 14 a viz Kerzu. Mes ac’hann di, ha prest e vo ar Stad da grogiñ da gevraouiñ gant ar strollegezhioù pe skoulmet e vo bet an traoù ganti a-benn neuze ?

Ober

Goude prantad hir an dilennadegoù e vo rekis donet fonnapl en-dro da goulz an obererezh foran. Chom hep ober tra, setu ar pezh a vez rebechet d’ar bolitikerion alies. Oberoù fetis a fall d’hor c’hengeodedourion.

Gellet a reer kemer skouer àr ar strollegezhioù lec’hel, àr departamant ar Mor-Bihan dreist-holl. Ober traoù fetis eo linenn-stur ar muianiver. Ober traoù ha n’eo ket sevel brastresoù ha steuñvoù koumoulek na weler ket james an disoc’hoù anezhe. Ober traoù zo sevel stignadoù aes da lakaat e pleustr hag a gouch gant ezhommoù gwir Morbihaniz. Ober traoù ivez hep kemer lec’h raktresoù, barregezh-krouiñ hag ijin an embregerezhioù, ar c’hevredigezhioù hag ar strollegezhioù lec’hel.

Stank eo efedoù an oberoù-se àr meur a dachenn. Sevel an daou skolaj publik nevez, en Elven hag en Oriant, zo bet divizet ha kaset en-dro gant efedusted-bras. Buan ec’h a ar chanterioù àr-raok àr an hentoù ha bremañ ma vez aozet mat kempenn hon hentoù-departamant e vez bravoc’h d’ar wazourion ha d’an implijerion. Er gennad sokial n’hon eus ket da respont d’an dalc’hoù bras a zo e karg ar Stad, degas diskoulmoù pleustrek d’ar c’hudennoù hon eus karg anezhe, ne lâromp ket. Danvez brastres an emrenerezh a zo àr ar stern a dalvo dreist-holl da zegas un diskoulm d’an oadourion yaouank nammet hag a rank chom, en desped dezhe, en diazezadurioù evit ar vugale (enkemmad Creton), dre ma ra diover ar plasoù dijabl evite. Gant an dra-se e vez ur bochad bugale nammet na vezont ket degemeret evel deleet ha familhoù gant plegennoù diaes-bras.

Atav e c’heller sevel teoriennoù brav àr an obererezh politikel, àr roll an dilennidi, àr dalc’h an diover a zemokratelezh. Ar pezh a zo emsav evit tud ar Mor-Bihan a gont evidomp-ni. O c’hontantiñ bemdez, e pep kumun, setu razh ar pezh a gont. Mod-se ivez e tay ar fiziañs en-dro. Dav eo ober ha bout efedus, evel pep unan ac’hanomp en e vuhez dezhañ pe dezhi, tra ken.

Vakañsoù brav deoc’h er Mor-Bihan.

Présentation du groupe de la majorité

Groupe de la MajoritéMichel JALU - Marie-Josée LE BRETON (canton d'Auray), Annick MAUGAIN (canton de Grand-Champ), Yannick CHESNAIS - Marie-Hélène HERRY (canton de Guer), Jean-Rémy KERVARREC - Françoise BALLESTER (canton de Guidel), Jacques LE LUDEC - Muriel JOURDA (canton d'Hennebont), Gérard FALQUERHO - Marie-Claude GAUDIN (canton de Lanester), Alain GUIHARD - Marie-Odile JARLIGANT (canton de Muzillac), Ronan LOAS - Brigitte MELIN (canton de Plœmeur), Michel PICHARD - Martine GUILLAS-GUÉRINEL (canton de Ploërmel), Fabrice ROBELET - Marie-Christine LE QUER (canton de Pluvigner), Benoît QUÉRO - Soizic PERRAULT (canton de Pontivy), Gérard GICQUEL - Marie-Annick MARTIN (canton de Questembert), Gérard PIERRE - Karine BELLEC (canton de Quiberon), David LAPPARTIENT - Michèle NADEAU (canton de Séné), François GOULARD - Christine PENHOUËT (canton de Vannes-1), Denis BERTHOLOM (canton de Vannes-2), Gilles DUFEIGNEUX - Gaëlle FAVENNEC (canton de Vannes-3).

Groupe de la Majorité départementale - Photo : Laurent Rannou.

Mots clés :
Mots clés :