Lire ce contenu en :

Tribune du groupe des élus de l'opposition

Gronnad A-gleiz hag Ekologour Kuzul-departamant ar Mor-Bihan.

Paotred ha merc’hed ar Mor-Bihan o doa hon dilennet e miz Mezheven 2021 evit degas an talvoudoù ekologel ha sokial er vodadenn-departamant. Ur gronnad tu-enep pervezh ec’h omp-ni, hogen sevenus ha ragoberiant e servij annezidi hon departamant. E-doug ar respetad 2021-2028 e rankimp taliñ doc’h kudennoù daet diàr an enkadenn ekologel, ar cheñchamant hin hag ar c’holl bevliesseurted. Hag e-keit-se, dirouestliñ ar c’hudennoù zo àr dachennoù ar c’hengred hag an emrenerezh. Dav eo lâret, a-gaoz d’ar bandemiezh ec’h eus bet paourizion nevez hag ur bochad tud hag a oa en ur blegenn vresk dija é kouezhiñ er baourentez.

Evit budjed kentañ ar respetad, e kempoell get savadoù an departamant (hep kreskiñ an dele), setu petra a ginnigomp evit ar yaouankiz : lakat e plas ur « bonus kevredigezhel » evit ar skolajiaded hag arnodiñ ur skorenn emrenerezh evit tud yaouank etre 18 ha 30 vlez. A-zivout kudenn al lojeris :  hogozik 19 000 Morbihanad zo en engortoz ag ur lojeris sokial, da lâret eo en ur priz dereat. Emañ deleet d’an Departamant bout doc’h o harpiñ.

Evit ar pezh a sell doc’h ar skolajoù hon eus teir friorelezh : staliadur ur skolaj publik e Gwidel hag e Sant-Teve hag a zo div gumun oc’hpenn 10 000 annezad enne, ha 2 skolaj nevez e Lannarstêr, e-skeud ar preder a zo er mare-mañ get ar C’huzul-departamant.

A-fet emrenerezh an dud oadet hag an dud nammet, ec’h eus dale get ar Mor-Bihan ha nebeutoc’h a blasoù dre annezad evit ma’c’h eus en departamanoù tost. 2 chanter zo da gas da benn kentañ-wellañ : bihanaat an termenoù amzer laket d’ober àr-dro an teuliadoù get Ti-departamant an Emrenerezh ha gwellaat plegenn an dud nammet é koshaat, a-dal d’an diaweladoù poblañs nec’hañsus (kresk a 40% ag an dud oadet dalc’het a-benn 2030).

Ur gudenn arall da ziskoulmiñ : goulenn zo àr boued hag ul labour-douar tost ha get talvoudoù kreñv. An dra-se zo kaoz e kinnigomp sevel ur Steuñv Boued Tiriadel evit ar Mor-Bihan, àr skouer hani Kuzul-departamant Penn-ar-Bed.

N’eus netra a-ziàr ar vevliesseurted ha direizhamant an hin a-barzh ar budjed 2022 kinniget get muiañ-niver an departamant. N’eus ket ivoul a-walc’h a-fet ar renevezadur termek, evit diorren an energiezhioù nevezadus er skolajoù, netra a-zivout an ober doc’h ar cheñchamant hin, tamm bonus ekologel erbet get hor skoaziadennoù d’ar raktresoù evit ar c’humunioù. Ni a c’houlenn diget muiañ-niver an departamant ma vo laket gwir oberoù e plas.

Evit achuiñ, enor ha giz Frañs eo gouiet striviñ evit degemer repuidi (Ukrainiz, Sirianed Gineiz...) a galon hag a genskoazell. Hor roll eo skoazelliñ ar c’hevredigezhioù, ar geodedizion hag ar c’humunioù a laka bec’h dre ar Mor-Bihan a-bezh evit roiñ un degemer din da razh an dud.

Ho kouviiñ a reomp da lenn hon doareioù e facebook.com/groupe.gaucheetecologiste5

8 kuzulier.ez-departamant zo en hor gronnad :

  • Myrianne COCHÉ, Alain CARIS (kanton Lannarstêr-Kaodan).
  • Catherine QUÉRIC, Mathieu GLAZ (kanton an Oriant 1, Norzh an Oriant).
  • Rozenn MÉTAYER, Damien GIRARD (kanton an Oriant 2, Su an Oriant ha Groe).
  • Marie LE BOTERFF, Boris LEMAIRE (kanton Kistreberzh).