Engouestl an Departamant evit ar politikerezh sevenadurel ha yezhel
Sevenadur ha yezhoù Breizh a ya d’ober ul lodenn ag identelezh ha glad hon departamant. Deomp-razh eo gober traoù evit gwareziñ, talvoudekaat ha pinvidikaat ar glad bev-se. Departamant ar Mor-Bihan a gemer e lod hag a ziskouez e youl get meur a ober.
En ur siniñ Ya d’ar Brezhoneg get Ofis Publik ar Brezhoneg, e 2022, en doa boulc’het ur steuñv liesvleziek da gas ar brezhoneg àr-raok. Emañ diazezet ar garta-se àr tri zra
Lakat ar brezhoneg àr wel
Deskiñ ar brezhoneg d’ar remziadoù nevez
Gober get ar brezhoneg doc’h an dud
Gober ma c’hello tout an dud deskiñ brezhoneg ha sikour ar c’helenn divyezhek da vonet àr-raok
Harpiñ an tri hentad kelenn divyezhek (publik, prevez katolik ha Diwan)
Yalc’had « DESK » evit an an danvez-mistri-skol divyezhek, hag an dud é labourat e bed ar vugaligoù hag ar buheziñ.
Kemer perzh en ensavioù akademek a-ziàr ar yezhoù rannvro
Kemer perzh er c’houlzadoù kehentiñ da vrudiñ ar c’helenn brezhoneg
Kas oberoù ha skoazelloù resis da benn, a-barzh ar c’hefridioù a zo fiziet en Departamant
Savadurioù : lakat panelloù divyezhek en diabarzh hag en diavaez (savadurioù melestradurel, skolajoù, KMS, lec’hiennoù glad…)
Lakat panelloù divyezhek pa vez kempennet an hentoù en departamant
Sevenadur / Kelenn arzel / Deskadurezh : harpiñ ar C’hlasoù Dañs, ar C’hlasoù Bagad hag ar raktresoù « sevenadur Breizh » (a-barzh an deskadurezh arzel ha sevenadurel) er skolajoù
Skoazelliñ a ra ar c’hevredigezhioù hag an diazezadurioù publik frammus
- Ofis Publik ar Brezhoneg, un DPKS hag a zo an departamant un ezel diazezer anezhañ
- An obererion sevenadurel ha yezhel hag a labour evit saveteiñ, brudiñ ha treuzkas sevenadur ha yezhoù Breizh (an Emglevioù-bro hag an Tier-bro, Amzer Nevez, Kenleur, Sonerion, Radio Bro Gwened, Plum FM, Dastum, Skol Uhel ar Vro…)
- An abadennoù bras a zegas brud ha buhez da sevenadur Breizh en departamant a-bezh pe pelloc’h c’hoazh (Gouel Etrekeltiek an Oriant, Kampionad Breizh an dañs hag ar sonerezh hengounel, Bogue d’or, Kan ar Bobl, Assemblées Gallèses, Gouel Broadel ar Brezhoneg…)
Ur skoazell argant a ro an Departamant d’an obererion-se a labour evit ar glad sevenadurel dizanvezel a Vreizh. Oc’hpenn se e ro harp dezhe evit ma c’hellehent kenlabourat get aozadurioù arall ha sevel raktresoù frammus. Rak kement-mañ a laka ar sevenadur da vleuñviñ er c’hornadoù, ha roiñ a ra digor àr sevenadur Breizh da razh an dud er Mor-Bihan.