Lire ce contenu en :

Kefridioù an Departamant

An Departamant a ra àr-dro meriñ ur bochad servijoù-departamant publik. Soursial a ra doc’h traoù a-leizh hag a sell doc’h buhez pemdez paotred ha merc’hed ar Mor-Bihan : obererezh sokial, deskadurezh, terkiñ ha kempenn an hentoù, gwarez an endro, sport ha sevenadur.

Brudiñ ar genskoazell etre an dud

Harpiñ ar vugale hag o zud, gwareziñ ar vugale o deus dober, herzel doc’h ar baourentez hag an dispellerezh, harpiñ degemererion an RSA da gavout labour en-dro, skoazelliñ pep unan evit ma ne chomo hani a-gostez, sikour ar familhoù da gavouet lojeris hervez o feadra, aesaat buhez pemdeziek an dud nammet ha sikour an dud oadet da gozhiñ mat : Doc’h ho sikour e vez Departamant ar Mor-Bihan e pep prantad ag ho puhez hag hini ho kerent.

 

A-c’houde 2021 hon eus lakaet mab-den e-kreiz hon obererezh evit an departamant.

David LAPPARTIENT

Prezidant Departamant ar Mor-Bihan

Terkiñ an tiriadoù ha modernaat an danframmoù

Kempenn an hentoù-departamant hag an danframmoù, krouiñ hentoù divrodegoù suraet evit aesaat ar monedoneoù doujus, gwareziñ hor glad natur, harpiñ diorren an tiriadoù, brudiñ an touristerezh er Mor-Bihan : get an Departamant e vez lakaet argant ha kinniget traoù nevez evit donet da benn ag an daeoù a vremañ hag evit ma vo hon departamant ur skouer a-fet an diorren ha kalite buhez an holl.

 

Aesaat ar beviñ mat er Mor-Bihan

Sevel ha kempenn ar skolajoù, gober àr-dro servij ar predoù, degas aozioù mat d’ar skolajidi da c’helliñ bleuniñ ha gober berzh, bout doc’h o skoazelliñ da seveniñ ar pezh a vennont gober, souten ar poellgorioù sport hag ar c’hevredigezhioù, brudiñ hor glad puilh ha skouerius evit roiñ lañs d’ar sevenadur : labourat a ra an Departamant evit sevel un endro beviñ ma c’hell pep unan bleuniñ.