Culture

I sevenadur breizh ha brezhoneg

Departamant ar Mor-Bihan a harp deskiñ yezhoù Breizh, a vroud da skigniñ ha treuzkas ar pleustroù sevenadurel hag arzel hengounel a Vreizh (dañs, kan ha sonerezh) ha gober a ra traoù evit gwareziñ glad dizanvezel Breizh.

Engouestl an Departamant evit ar politikerezh sevenadurel ha yezhel

En ur siniñ Ya d’ar Brezhoneg get Ofis Publik ar Brezhoneg, e 2022, en doa boulc’het ur steuñv liesvleziek da gas ar brezhoneg àr-raok. Emañ diazezet ar garta-se àr tri zra

  • L’engagement d’un plan pluriannuel de promotion de la langue bretonne avec la signature de la charte Ya d’ar Brezhoneg avec l’OPLB en 2022, reposant sur trois axes :
    Lakat ar brezhoneg àr wel 
    Deskiñ ar brezhoneg d’ar remziadoù nevez 
    Gober get ar brezhoneg doc’h an dud
     

Gober ma c’hello tout an dud deskiñ brezhoneg ha sikour ar c’helenn divyezhek da vonet àr-raok

  • Harpiñ an tri hentad kelenn divyezhek (publik, prevez katolik ha Diwan)
  • Yalc’had « DESK » evit an an danvez-mistri-skol divyezhek, hag an dud é labourat e bed ar vugaligoù hag ar buheziñ.
  • Kemer perzh en ensavioù akademek a-ziàr ar yezhoù rannvro
  • Kemer perzh er c’houlzadoù kehentiñ da vrudiñ ar c’helenn brezhoneg

Kas oberoù ha skoazelloù resis da benn, a-barzh ar c’hefridioù a zo fiziet en Departamant

  • Savadurioù : lakat panelloù divyezhek en diabarzh hag en diavaez (savadurioù melestradurel, skolajoù, KMS, lec’hiennoù glad…)
  • Lakat panelloù divyezhek pa vez kempennet an hentoù en departamant
  • Sevenadur / Kelenn arzel / Deskadurezh : harpiñ ar C’hlasoù Dañs, ar C’hlasoù Bagad hag ar raktresoù « sevenadur Breizh » (a-barzh an deskadurezh arzel ha sevenadurel) er skolajoù

Skoazelliñ a ra ar c’hevredigezhioù hag an diazezadurioù publik frammus

  • Ofis Publik ar Brezhoneg, un DPKS hag a zo an departamant un ezel diazezer anezhañ
  • An obererion sevenadurel ha yezhel hag a labour evit saveteiñ, brudiñ ha treuzkas sevenadur ha yezhoù Breizh (an Emglevioù-bro hag an Tier-bro, Amzer Nevez, Kenleur, Sonerion, Radio Bro Gwened, Plum FM, Dastum, Skol Uhel ar Vro…)
  • An abadennoù bras a zegas brud ha buhez da sevenadur Breizh en departamant a-bezh pe pelloc’h c’hoazh (Gouel Etrekeltiek an Oriant, Kampionad Breizh an dañs hag ar sonerezh hengounel, Bogue d’or, Kan ar Bobl, Assemblées Gallèses, Gouel Broadel ar Brezhoneg…)
     

Ur skoazell argant a ro an Departamant d’an obererion-se a labour evit ar glad sevenadurel dizanvezel a Vreizh. Oc’hpenn se e ro harp dezhe evit ma c’hellehent kenlabourat get aozadurioù arall ha sevel raktresoù frammus. Rak kement-mañ a laka ar sevenadur da vleuñviñ er c’hornadoù, ha roiñ a ra digor àr sevenadur Breizh da razh an dud er Mor-Bihan.

Danvez

Ofis publik ar brezhoneg

Ofis publik ar brezhoneg zo un diazezadur publik a genlabour sevenadurel, savet evit brudiñ ar brezhoneg ha broudiñ an dud d’ober getoñ er vuhez pemdeziek hag er vuhez foran. Ar framm dave eo evit a sell doc’h ar brezhoneg e Breizh. Labourat a ra koulz evit miret ar yezh hag evit he lakat da vonet doc’h ar gevredigezh a vremañ, dezhi da vout ur yezh vev bepred.

Gouzout hiroc'h 
 

An Emglevioù-bro hag an Tier-bro

An Emglevioù-bro hag an Tier-bro a dolp kevredigezhioù ag ur c’hornad resis. Labourat a reont àr meur a dachenn da gas sevenadur ha yezhoù Breizh àr-raok : an abadennoù hag an obererezhioù sevenadurel, an dudioù, kelenn ar yezhoù rannvro d’an dud daet. Roiñ a reont titouroù hag ostilhoù d’an dud a-ziàr yezhoù ha sevenadur Breizh hag a-ziàr razh an obererezhioù kinniget en o c’hornad.

. Bout zo un ugent anezhe e pemp departamant Breizh, en o mesk pemp a zo é labourat er Mor-Bihan : 

Deskiñ brezhoneg

Er skol

Kavet pelec’h emañ ar skol divyezhek tostañ 

IMAGE A AJOUTER (IMAGE ACTUEL = PDF TRANSMETTRE EN FORMAT IMAGE)

Er skolaj hag el lise

Meur a feson zo da studial brezhoneg hervez ar skolioù, evit gouiet hiroc’h, lenn an teul Deskiñ brezhoneg er skolaj hag el lise

 

En oad gour

Evit gouiet hiroc’h

 

Enlinenn

Dait da welet ar savenn enlinenn evit deskiñ brezhoneg

En savoir plus